Publié le samedi 11 juin 2011

Oferenn reizhvriek e brezhoneg e Menez Bre

Oferenn e brezhoneg

Da garidi an Iliz Reizhvri e Breizh, d’ar Gristenien vrezhonek, d’an holl Vretoned kar o Doue…

D’ar sul 26 a viz even 2011 e vo lidet un oferenn santel a sant Yann Aourc’hen e-barzh chapel Sant Herve war ar Bre e Pederneg da 10e30 da geñver gouel Holl Sent Vreizh a zegouezh da eil sulvezh war-lerc’h ar Pantekost, ha kentañ sulvezh warlerc’h gouel sant Herve ar barzh.

An oferenn a zo aozet gant parrez reizhvriek santez Anna Lannuon. D’ar wezh kentañ e vo lidet e brezhoneg. An holl zo degemeret mat. Da heul an oferenn e vo ur pred dindan an amzer, diouzh perzh an holl.

+P. Maksen an Direzon ha +D. Yann-Varc’h Thorel