Publié le samedi 6 octobre 2012

Petra en deus degaset Vatikan II dimp e Breizh ?

Petra en deus degaset Vatikan II dimp e Breizh ?

Gant hanter-kant deiz-ha-bloaz Sened-Meur Vatikan II, e kinnigomp deoc’h (Breuriezh St Erwan ha Beleien Breizh) un devezh studi all. Dalc’het e vo d’ar sadorn 13 a-viz Here 2012 e presbital Brelevenez, stok ouzh Lannuon.

An danvez a vo : “Petra en deus degaset Vatikan II dimp e Breizh ?
Harpet e vo an emvod-se, lusket gant Yann Talbot, war ginnigadenn hollek “Lumen Gentium”, studi a-gevret pennad IIDe Populo Dei”, “Gaudium et Spes” ha kendiviz a-gevret diwar-benn kenheuliadoù Vatikan II war an Iliz, ar Feiz, buhez an dud, e Breizh.

Degemer (ha kafe) da 9e30, oferenn da 12e15, merenn tennet eus ho sac’h da 13e, ha diwezh an devezh da 16e30.

Pellgomz : pgz 0296.480.551