Meurzh 24 a viz C’hwevrer 2004 — Ouzhpennadenn ziwezhañ Lun 4 a viz Kerzu 2006

Buhez Sant Erwan

Erwan HELOURY a oe ganet e maner Kervarzhin d’ar seitek a viz here mil daou c’hant tri hag hanter kant .(17-10-1253). Maner Kervarzhin a oa lec’hiet er Vinic’hi, tost-tre da gêr Landreger (Tréguier). E vamm, Azoù a Genkiz, ur vaouez a feiz, a roas dezhañ un deskadurezh kristen eus ar c’hentañ. D’e bevarzek vloaz, a-unan gant e vestr, Yann a Gerhos, kloareg yaouank eus Pleuvihan, ez eas da Bariz er skol-veur da genderc’hel gant e studi. Eno ec’h heulias kentelioù tud brudet evel sant Bonavantur ha sant Tomaz Akino war ar skridoù sakr. Anvet doktor war an teologiezh e kuitaas Pariz d’an oad a bevar bloaz warn-ugent evit Orléans, ur ger m’edo neuze enni lezennourien wellañ an amzer-se oc’h ober skol war ar gwir.

Oajet a nao bloaz warn-ugent eo galvet e Roazhon hag anvet ofisial, da lavaret eo barner war an holl draoù a sell ouzh lezennoù an Iliz ha re ar gwir sivil. Er memez amzer eskob Treger, Alan a Vruk, a felle dezhañ kaout e-touez e veleien un den ken gouiziek ha ken santel. Ha setu Erwan en e vro c’hinidik o ren evel e Roazhon e vicher a ofisial.

Beleget eo eno neuze ha karget eus parrez Tredraezh. Kuitaat a raio ar barrez-se er bloavezh mil daou c’hant daouzek ha pevar ugent (1292) evit hini Louaneg, lec’h ma chomo person beteg e varo.

Dindan daou ugent vloaz Dom Erwan HELOURY en doa pignet war skeul ar santelezh betek ar bazenn uhelañ. An dud karget da studiañ e vuhez goude e varo a skrivo : “En holl c’hargoù fiziet ennañ, Erwan a dremenas evit un den fur ha gouiziek, devot ha reizh en e varnadennoù, o kas buan war-raok ar prosezoù hep sellout ouzh pe renk eo an dud”. Gras d’ar studioù uhel en doa graet war ar gwir, en em roas Erwan d’e c’harg-alvokad dre garantez ouzh Doue, aketus atao da zifenn ar beorien, an intañvezed hag an emzivaded. Diskibl da sant Fransez, paour brudet Asiz, e vev e-touez ar re baour, oc’h ober eus e vaner ur lec’h-bod. Evit an dud kaezh, o kinnig dezho e wele da gousket, o reseo anezho ouzh e daol-prejañ, o kinnig dezho betek e zilhad. E binijennoù a zo kalet : ne anavez evit boued nemet bara segal, soubenn gant kaol, fao pe irvin, hag evit boeson nemet dour sklaer. Ha nag a hir nozvezhioù tremenet o pediñ !

E Louaneg e santelezh a zo anavezet gant an holl. Alies avat e red a-hed bro, o prezeg e pep lec’h aviel an Aotroù Krist.

Uzet gant al labour hag e binijennoù ec’h en em gavas a-bred tost d’an dremenvan, ha dezhañ nemet hanter kant vloaz. D’ar mare-se brud e santelezh a oa en em astennet war Breizh a-bezh. Ha setu perak, pa varvas e Kervarzhin d’an naontek a viz mae mil nao c’hant ha tri (19-05-1303), ur mor a dud, dreist-holl eus an eskopti, a zeuas d’ambroug e gorf betek iliz-veur Landreger. Ur brosesion hag a oe ar c’hentañ eus an holl re a zeuas d’he heul bep bloaz betek bremañ.

Pevar ha daou ugent vloaz goude, d’an naontek a viz mae mil tri c’hant seizh ha daou ugent (19-05-1347) ar Pab KLEMANS VI, goude un enklask strizh, a Iakeas Erwan war roll ar sent, oc’h anzao evelse doujañs ha devosion ar Vretoned diskouezet diouzhtu goude e varo, e-keñver an hini a vo hiviziken o sant patron benniget. “Na n’eus ket e Breizh, na n’eus ket unan, na n’eus ket ur sant evel sant Erwan”.