Vendredi 21 décembre 2007 — Dernier ajout mercredi 23 janvier 2008

« Christmas Carols » e Breizh

Troidigezh : Kristen al Lae

King's college choir
E Bro-Saoz, e-pad an Azvent, araok gouel Nedeleg, en em vod an dud da ganañ « Christmas carols », kanoù Nedeleg ; pe en ilizoù, lec’hioù boutin, ha zoken er maez er straedoù. Kestoù a vez graet evit an oberoù a garitez.

E deroù an naontekvet kantved eo bet diazezet ul lid Nedeleg ispisial, gant « King’s College » Skol-veur Cambridge, en ilizoù ha tiez-pediñ all : lodenn ar feiz a zalc’h e nav « lessons » (kentelioù), pennadoù eus ar Bibl, Testamant kozh ha Testamant nevez, bepred hag e pep lec’h heñvel, diwar-benn Kouezhadenn Adam hag Eva, Kemenn Donedigezh ur Mesiaz gant ar Brofeded, hag ar C’Hemenn da Vari ; ar Ginivelezh, Gweladeg ar Vêsaerion, Donedigezh ar Vajed, da echuiñ gant Raklavar Aviel Sant Yann : « Hag ar Verb a zo deuet da vezañ Korf … »

Etre pep lennadenn, ur c’han Nedeleg diwar an danvez-feiz : pinvidik-lous ha lies-doare-burzhudus eo roll-kanoù saoz.

Stankted ar Saozon en hor rannvro, hag al liammoù skoulmet a-hed Sizhunvezh Kedilizek ar Pedennoù evit an Unaniezh o deus roet da soñjal en ul lid a unvanidigezh etre ar Gatoliked hag an Anglikaned.

Pried eus Breizh-Veur o chom e Gwengamp eo, John ha Lucy Gay, o deus lakaet war-droad al lid kentañ, pevar bloaz ‘zo. Ur wech aet en-dro e Bro-Saoz e-lec’h ma heul John kentelioù da vont da veleg, eo bet kendalc’het an traoù gant ur skipailh : setu penaos eo bet kanet ha lidet Gouel Nedeleg e Gwengamp, e saozneg, e galleg hag e brezhoneg, d’ar sadorn 15 a-viz kerzu, en ur mod hengounel-rik.

Bihan awalc’h e oa Ti ar Barrez evit ar c’hant bennak a dud, degemeret gant an Aotroù Person, an hanter dioute deuet eus Bro-Dreger a-bezh :

Boulvriag, Kerien, Plijidi, Bear, Lannuon, ha Montroulez zoken.
Ret eo lâret ivez e oa bet lakaet an afer ‘barzh keleier ar Saozon, skignet e Breizh a-bezh.

Hag a greiz-kalon eo hon eus kanet holl-gwitibunan « O Come o come Emmanuel »,« Il est né le Divin Enfant », pe « War ar menez ».
Evel-se ivez e oa pedet toud an dud da evañ ur bannac’h kafe, pe te an emglev, traoù mat pe cakes, etrevroadel evel-just.

Voir en ligne : Catholiques et anglicans fêtent Noël ensemble (e Galleg)