Samedi 1er juillet 2017 — Dernier ajout lundi 3 juillet 2017

Deuit en distro ha diskuizhit ! (Mark 6,31)

Edito d’été de Mgr Denis Moutel traduit en Breton.

E-ser ar vakañsoù, e teu ur bern tud da zizoleiñ hon departamant ken kaer, pe da adkavout o gwrizioù tiegezh. Deuet mat int, a wir galon. Met evidomp-ni ivez, tud Aodoù-An-Arvor, ne vo fin ebet da ergerzhout pinvidigezhioù an natur, pinvidigezhioù hon glad ha liested an dud a vev hag a labour amañ.

Niverenn dibar kelaouenn an eskopti hon kas da weladenniñ lec’hioù, da anavezout tuioù hon Istor ha da zegemer testenioù.

Ur vammenn zihesk a voem eo an natur. En Arvor met ivez en Argoad, e tres ar gouloù, hag an oabl gadal a-wezhioù, trolinennoù nevesaet dibaouez. Digoromp hon daoulagad, digoromp hon kalon, kemeromp amzer ha tost e vimp neuze ouzh stumm kentañ ar bedenn : ar meuleudioù, youc’hadenn ar souezh hag al levenez dirak ar pezh ‘zo roet.

Ul lec’h a-bouez evit al labour, hag an emgav etre an dud, eo gwirvoud an douristelezh. Dizoleiñ ar glad a zo un eskemm etre an ambrougerien hag ar weladennerien. Gwelet e vez obererezhioù an dud en hon gweledvaoù ha war hon savadurioù. Petra hon eus-ni da reiñ ? Petra a c’hallomp-ni degemer ? An amzer a gemeromp ha kalon an degemer a denn hon lagad diwar bed an talvoudegezh hag an efedusted.

O seizh gwellañ a ra ar c’humuniezhoù kristen da zegemer mat hag aesaat perzh an holl e meuleudioù an Aotroù Doue. Lod ar weladennerien hon laka da dennañ gounid eus o c’harismad, war dachenn an ambilhañ pe ar sonerezh, ur brezegenn pe ur weladenn glad. Meur a ziviz e Sened an Eskopti hon degas da gemer hon glad relijiel e kont, dreist-holl enhentadur kristen ar vugale hag ar re yaouank.

Erfin, n’hallomp ket rakwelout Avielerezh an douristelezh hep prederiañ ouzh an endro hag ouzh hon “ti boutin” ; hervez gerioù ar Pab Frañsez : “Evit gwir, dastumadur dalc’hus gallusterioù ar beveziñ, a zistro ar galon, hag a vir ouzh prizañ pep tra ha pep koulz. A-du all, bevañ pep gwirvoud, n’eus forzh pegen bihan e vije, a zigor hon kalon d’ar c’hompren ha d’ar bleuniadur personel. Kinnig a ra ar speredelezh Kristen mont war gresk dre an dilontegezh, ha gallout bezañ gwalc’het gant nebeut a dra. Un distro d’an diardoù eo hag a ro dimp da baouez evit ober stad eus ar pezh ‘zo bihan, trugarekaat evit ar gallustedioù kinniget gant ar vuhez, hep chom stag ouzh ar pezh hon eus, na c’hlachariñ gant ar pezh a vank dimp.” (Pab Frañsez, Laudato si, nnn 222)

Donemat en eskopti Sant-Brieg ha Landreger !

+ Denez Moutel
Eskob Sant-Brieg ha Landreger

Édito de Mgr Moutel - ECA juin 2017 Hors série : enez à l’écart et reposez-vous ! Marc 6, 31 Venez à l’écart et reposez-vous !

Documents à télécharger