Mardi 8 juillet 2014

Degemer mat ha hañvezh kaer 2014 deoc’h

Gant katoliged eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gant an dud a vev hag a labour amañ e hetan deoc’h un digemer mat.

Argoad (an douar) hag Arvor (ar mor) : kaerderioù an natur ha pinvidigezh hor glad santel a ro deomp a-wechoù un tamm lorc’h, met an emgavioù hor bo ganeoc’h eo a roio deomp hor gwalc’h hag a binvidikao ac’hanomp : pa c’houlennoc’h un titour, pa zegouezho ganeoc’h bezañ henchet evit ur weladenn bennak, ha dreist-holl pa zeuoc’h ganeomp evit ul lidadenn-sul pe evit unan eus Pardonioù an hañv.

Hetiñ a reomp deoc’h ez wir diskuizhañ da vat, ma ’z oc’h en ho vakañsoù. Yac’hus eo gorrekaat, ober un ehan, en em zistagañ diouzh ar c’henstagadurioù a garg hor pemdez.

D’e ziskibien o tont war o c’hiz diouzh ur mision e laras Jezuz an nebeut gerioù-mañ : « Deuit eta en ul lec’h distro ha grit un tamm diskuizh. » (Mark 6, 31)

En ur vevañ goustadik er mod-se e vo aesoc’h deoc’h kaout darempredoù gant ar re all, ho kerent ha kement hini en em gavo ganeoc’h war an hent er marc’hadoù, en tiez-kenwerzh, er gouelioù. Sklaer eo hon eus ezhomm da vevañ ar vreudeuriezh evit gwir.

Bennozh Doue deoc’h evit bezañ hor breudeur ha c’hoarezed-hañv. En ur zont da weladenniñ ac’hanomp, e hini ebet eus hor c’humuniezhioù n’en em gavoc’h divroet : en iliz ar C’hrist, emaomp holl eus ar memes familh hag en em gavoc’h er gêr a dra sur.

Bennozh Doue deoc’h evit kemer perzh da vat e liderezh sakramant an aoter hag en emgavioù all ar feiz, pa c’helloc’h ; pinvidikaat a reoc’h achanomp ivez gant ar pezh a ro deoc’h an Aotrou en hoc’h eskoptioù hag en ho parrezioù orin.

Ra vo plijus evidoc’h an amzer a dremenit e eskopti Sant-Brieg ha Landreger Ra binvidikao ho kalonoù hag ho speredoù.
Doue d’ho pennigo ha da rei deoc’h e beoc’h !

Mgr Denez Moutel
+ Eskob Sant-Brieg ha Landreger

Merci à Jeff Philippe pour la traduction.