Jeudi 16 avril 2015

Lidadurezh gristen reizhvriad e brezhoneg

An Aviel hervez sant Yann an Doueoniour

Keflusk kentañ an embann-mañ zo labourioù dibar, ken dre o heberzh ken dre an niver anezho, Turiaw ar Menteg, Doue ra bardono !, yezhoniour ha den deol e Breizh, a labouras a-hed bloavezhioù d’an emglev ha d’an unaniezh gant ar Reter kristen hag ar Reizhvriadelezh.

An Aviel hervez sant Yann an Doueoniour

An aviel Sant Yann D
An aviel Sant Yann D

Stad zo en embannadurioù An Treizher o kemenn deoc’h digoradur o dastumad nevez : Awen. Embann skridoù, studiennoù pe droidigezhioù, a denn d’an doueoniezh eo amboaz an kez dastumad. E geflusk kentañ zo labourioù dibar, ken dre o heberzh ken dre an niver anezho, hon c’hile Turiaw ar Menteg, Doue ra bardono !, yezhoniour ha den deol e Breizh, a labouras a-hed bloavezhioù d’an emglev ha d’an unaniezh gant ar Reter kristen hag ar Reizhvriadelezh. An kez labourioù zo deuet da vout abaoe bloavezhioù diazez ar pediñ hag al lidañ evit kristenion vrezhoneger niverus. Awen a fell dezhañ atebiñ oc’h embann an teñzor zo eus disoc’had e enklaskoù : troidigezhioù levrioù eus ar C’heviun nevez hag eus ar C’heviun kozh, prezegennoù, geriadurioù ha geriaouegi, skridoù speredel pe lidel, Levr an Eurioù a ya d’ober endeo ul levraoueg ma c’hell pep hini mont da zispelc’hiñ ouzh eien speredel Iliz ar Reter. Evit a sell an heberzhded, dizehan e keñverie Turiaw ar Menteg, yezhoniour brezhoneger a-vihanik, a vestronie c’hoazh rannyezhoù eskobiezhioù Gwened ha Treger, hon yezh ouzh re hon gwrizioù yezhel ha speredel : ar gouezeleg hag an hellazeg. An kez skridoù pe droidigezhioù a ziskouez anat e oa anavezet gant Turiaw ar Menteg koulz ar reizhvriadelezh ha speredelezh ar Gornôg, ha, pell diouzh nep rakvarn pe boutinelezh, e treizhe ent don ha gant uvelded, gant an amboaz da wriziennañ en Iliz andisrann.

Fiziañs en deus Awen da embann diwar-henn skridoù ha troidigezhioù niverus a roy tro d’ar re zo o imbourc’h an unded d’ emgavout.

Hiziv avat ez omp laouen o lakaat e gouloù div droidigezh gant Turiaw ar Menteg, nand int ket, evit ar wech kentañ, « en arnod » evel ma skrive dalbezh.

An Aviel hervez sant Yann an Doueoniour, troidigezh nevez, graet evit ar wech kentañ diwar Bibl hellazek ar Seikont. Ar pouezusañ eo eus an Avieloù e-keñver kristoniezh pa gemenn doueoniezh ar C’hrist oc’h ober anat anezhañ ar Gomz endenet.

An Oferenn santel diouzh deved sant Yann Aourc’hen : oferennoù diouzh tri deved a vez lidet gant an Iliz reizhvri : hini sant Bazil (un dek gwech bennak a-hed ar bloaz, da vare ar C’horaiz meur pergen), hini ar Roadoù Raksantelaet (e-kerz ar sizhun, da vare ar C’horaiz meur), ha hini sant Yann Aourc’hen, a-hed ar bloaz.

Bastañ a ra an div droidigezh kinniget gant Turiaw ar Menteg d’un ezhomm lidel – hini ur bedenn ilizel, heson, lennegel hag unvan – ha da rekizoù doueoniel – oc’h arverañ termenoù o treuzyezhañ danzeadoù speredel Ilizoù kristen ar Reter.

Fiziañs ennomp e vezo graet un degemer brav d’an daou levr, ez eo krog An Treizher da blediñ gant embannadur da zont ar Geriadur a Zoueoniezh savet gant Turiaw ar Menteg.