Taolenn
• Nozvezh eus ar 27 d’ar 28 (…)
• Pediñ e-kreiz an ober
• Ur gevredigezh a c’hedourien
• Kemer ar c’houzanverien en da zorn
• 10 den ha 5 stad
Nozvezh ar c’hedourien er bed a-bezh, eus an 27 d’ar 28 a-viz mezheven !
Degemer mat deoc’h a-berzh Nozvezh ar c’hedourien. 12 den an ACAT eus ar bed a-bezh a ginnig, d’ar gristenien a bep pleg, gouestlañ pediñ evit gouzañverien ar jahin.
Pediñ e-kreiz an ober
E pep bro eus ar bed, e-unan pe a-gevret, er gêr pe e lec’h-all, ez eo galvet ar gristenien da bediñ pep-hini d’e dro a-hed an nozvezh, eus 8 eur-noz betek 8 eur eus ar beure. Evit un nozvezh, e youc’hadeg ha meuleudi e troio ar bedenn ; kemerit perzh en oberennoù, hag adkasit anezhe d’ho tro betek kalon Doue.
Ur gevredigezh a chedourien
Galvet d’an evezh en ur bediñ e-pad nozvezh ar sadorn d’ar sul, e v0 douget gant ar gristenien a-gevret, spi ur bed skarzhet dioutañ pep stumm a jahin. Evit ma teuio an deñvalijenn da vezañ sklaerded, ar marv da vezañ dasorc’h hag an toull-bac’h da vezañ frankiz evit ar re jahinet.
Kemer ar c’houzañverien en da zorn !
Dre maz eo gant hon dorn-ni e ra Doue : Da geñver Devezh etrevroadel a skoazell da c’houzañverien ar jahin (26 a-viz mezheven), e galv an ACAT (Oberenn ar gristenien evit diskar ar jahin) ar gristenien ar bed a-bezh da vont da c’hedourien, en ur bediñ evit ar re a zo etre daouarn ar vourevien.
Ma vint lakaet etre hon daouarn-ni, ma v0 adkaset dezhe nerzh ar Spered.
Ma vint lakaet etre daouarn an Aotroù Doue, dre hon pedennoù.
10 den ha 5 stad hollek hag arouezel da zougen dre ar bedenn
Sinaiz, Tunizianiz, Zimbabweaniz, Tuked, Iraniz, Eritreaniz, Tanzanianiz ez int. Harzet, skoet, jahinet diwar o stourm politikel, diwar o stourm evit Gwirioù Mab-den, diwar o gwarez roet d’ar re baourusañ. Pe e vint lakaet d’a marv, gant ur stad, pe gant bagadigoù-brezel pe zoken gant o c’henvroidi. Dre maz int gwennarded pe dre ma n’int ket gant ar relijion mat. Pe dre ma n’int ket eus ar c’henel vat.







