Jeudi 16 avril 2015

« Sklêrijenn ar feiz kristen » e brezhoneg

Kelc hlizher ar Pab Frañsez
Kelc hlizher ar Pab Frañsez

Kelc’h-lizher ar Pab Frañsez gant Embannadurioù Imbourc’h. Ul levrig 87 pajennad ez eo, bet troet en ur brezhoneg klasel gant Paol Kalvez, daoust m’eo diaes-mat an danvez. Er c’hlec’h-lizher-mañ, bet kroget gant Benead XVI ha gourbanet gant ar Pab Frañsez, ez eus anv eus ar Feiz : sklêrijenn ar feiz eo anv al levr, diouzh anv ar gerioù latin kentañ a gaver er skrid latin orin : Lumen Fidei. Pa rank ar brezhoneg bezañ ur benveg gouest da blediñ gant holl dachennoù buhez-spered Mab-den, ez eo reizh kavout oberennoù a seurt-se en hor yezh.

10 euro eo al levr e ti EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez