Samedi 10 novembre 2007 — Dernier ajout dimanche 9 décembre 2007

Un nevez-amzer evit sevenadur breizh : un dae evit an iliz

« Heuliañ a ran, en ur ober se, skwer istorek heverk ar Pab Yann-Baol II, en doa roet o flas da sevenadur ha da beurheñvelder Breizh. » (Mgr F-M. Gourves)

Renouveau de la culture bretonne
E penn kentañ an trede milved e sav un tamm stad ennon o vezañ unan eus ar re o deus desket brezhoneg war varlenn o mamm. Abalamour da se, ha dre ma ’z on eskob unan eus eskoptioù Breizh, e kav din ez eo mat ha poent mont e kendiviz gant ar wazed hag ar maouezed zo tomm o c’halon ouzh sevenadur Breizh hiriv an deiz, ur sevenadur a ranker derc’hel dezhañ e blas,ur plas a-zoare er vuhez a-vremañ hag a zo oc’h en em zigeriñ muioc’h-mui d’ar bed a-bezh.

Heuliañ a ran, en ur ober se, skwer istorek heverk ar Pab Yann-Baol II, en doa roet o flas da sevenadur ha da beurheñvelder Breizh, pa zeuas da Santez-Anna-Gwened e 1996. Da geñver an darvoud-se em eus merzet, a gav din, ar sin e oa un dra bennak o cheñch en darempredoù etre an Iliz ha dihun ar Vretoned.

A-eeun en em lakan ivez gant ar gouelioù bras zo bet lidet, nevez zo, e Landreger, da geñver seizh-kantvet deiz-ha-bloaz marv Sant Erwan, beleg hag eil-patrom Breizh.

1-Hor gwrizioù

2Un hent hir gant an Aviel2

N’eus ket keit-se c’hoazh e oa e Breizh liammoù start etre ar feiz kristen hag ar sevenadur, ar ger-mañ o talvezout amañ un doare dibar da vezañ, soubet en ur gevridigezh diouti he-unan. Bez hon oa hon doareoù deomp-ni, n’eo ket hepken d’en em vagañ,d’en em wiskañ,d’en em vodañ, met ivez da gomz, da zañsal, da bediñ Doue, da enoriñ hon tud tremenet. Distabilaet eo bet ar vuhez kempouez-se e-pad ur pennad amzer. Koulskoude e weler o tiwan ul lañs nevez.

Degasomp soñj, da gentañ, eus hon istor. Embannet eo bet an Aviel e Naoned hag e Roazhon adalek an trede kantved gant Galianromaned. Ha goude-se, adalek ar pempvet kantvet, er peurrest eus an Arvorig, gant Bretoned deuet eus an tu all da Vor-Breizh, heñchet gant o renerien relijiel ha politikel. Ar re-mañ a grouas ur rouedad parrezioù dre ar vro a-bezh. Lod eus ar venec’h-se a zeuas da vezañ eskibien, ar re a vo anvet diwezhatoc’h diazezourien santel ar feiz kristen e Breizh.Gant ar Seizh Sant brudet-se e c’heller menegiñ Sant Melan evit Roazhon ha Sant Felis evit Naoned, an eskibien c’halianroman o deus diazezet an daou eskopti-se.

Ouzhpenn hon diazezourien santel hon eus-ni un niver bras a sent lec’hel, ez eus bet savet en enor dezho chapelioù diniver a gaera hor bro (ur mil bennak er Mor-bihan, hep kontañ an tri-c’hant iliz parrez).Un devezh pardon en unan eus hor chapelioù zo un devezh a levenez hag ur chañs speredel ha denel.Ar sant a enorer a vez alies unan lec’hel, dianav-tre. Met eñv eo an hini en deus hadet an Aviel er c’horn-bro-se. Dle omp dezhañ eus ar feiz a vevomp anezhi.

E Breizh abaoe ma ‘z eus anezhi he deus ar feiz laket da sevel e penn pellañ kornôg Europa ur glad relijiel dibar a ilizoù, chapelioù, feunteunioù ha kalvarioù, en deus kemmet a-hed ar c’hantvedoù, en ur zegemerout aes levezonioù deuet eus ar bed a-bezh.

E brezhoneg eo e veze lavaret ar feiz-se e-lec’h ma veze komzet hor yezh, betek kreiz an XXvet kantved.

2En amzer nevez-tremenet2

A-zivout ar yezh end-eeun, an Aotroù ’n Eskob Graveran, eskob Kemper ha Leon d’ar mare-se, aet da Roma da welout ar Pab Pi IX, ad limina apostolorum, e 1847, a glevas hemañ o lavarout dezhañ : « Dalc’hit, dalc’hit, evel da vammennoù ho taoulagad, d’ar yezh kozh-se a ziwall ho feiz ». E-pad un ugent vloaz bennak, etre1865 ha 1884, ez eus bet embannet ur gelaouenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn dezhi an titl arouezius « Feiz ha Breiz ». Studiet e veze enni kement kudenn a c’helle dedennañ tud a-ziwar ar maez tomm o c’halon ouzh o douar, o feiz katolik, o yezh, o Iliz.

E Breizh-Izel e veze lavaret aes a-walc’h : « Ar brezoneg hag ar feiz zo breur ha c’hoar e Breiz ».

Dont a reas ar gelaouenn er maez en-dro etre 1899 ha 1943. Renet e voe e-pad pell gant an aotroù beleg Yann-Vari Perrot ha prederiañ a rae muioc’h war an dañjerioù a lake dija en arvar yezh, feiz ha peurheñvelder ar Vretoned. Heñvel e oa e eskoptioù Sant-Brieg ha Gwened, gant kelaouennoù all, evel « Dihuna », krouet gant Loeiz Herrieu evit brezhonegerien Bro-Wened.

Chomet eo tomm eskibien Kemper, Sant-Brieg ha Gwened ouzh ar brezhoneg betek ar bloavezhioù goude an eil brezel bed. Etre an daou vrezel, nemet er c’hêrioù bras, e veze graet ar c’hatekiz hag ar prezegennoù e brezhoneg. Un doareenn sakr zo stag ouzh ar brezhoneg hag a zo un elfenn naturel eus ene ar Vretoned, a soñje barzh meur Enez Groe Yann-Ber Kalloc’h.

Ar brezhoneg zo bet implijet dreist-holl gant ar veleien evit sevel levrioù relijiel ur c’halz anezho.Ur skipailh en em dolpas, en hon eskopti, dindan renerezh Jerom Buleon da gentañ, hini Augustin Guillevic goude-se. Implijout a raent ar gwenedeg, met labourat a raent ivez evit tostaat ar rannyezhoù etrezo ha mont war-du ur yezh unvan. An aotroù beleg Pier Ar Gov a grouas ar benvegoù (yezhadur, geriaouegoù, poelladennoù) evit studial ar yezh ’barzh ar c’hloerdioù. Re all a gasas da benn un dastumadenn nevez eus kanennoù brezhoneg an eskopti, zo bet embannet meur a wech. Teatr brezhoneg Santez Anna a reas berzh gant Job Er Bayon, dreist-holl a-raok ar c’hentañ brezel bed. E 1927 e teuas er maez ar misal latin-brezhoneg « Livr pedenneu, Overen ha Gospereù ». Kalz eus ar veleien hag a oa donezonet-kaer, a savas kanennoù, sonennoù, kontadennoù. Lod all a droas oberennoù eus broioù all. Ar gelaouenn « Dihunamb » a roe harp dezho hag a embanne an oberennoù.

2Hiriv2

Pardon Santez-Anna-Gwened a zalc’h dre vras e aergelc’h breizhek. D’ar 26 a viz Gouere 1954, e voe gouestlet Breizh da Galon Mari, gant Kardinal Arc’heskob Roazhon hag ar pevar eskob all eus hor bro en-dro dezhañ. Da geñver ar blegenn-se e kasas ar Pab Pi XII ur gemennadenn war-eeun dre skingomz, klozet gant ur bedenn e brezhoneg.
E Landreger ivez, da geñver pardon Sant Erwan, e veze hag e vez c’hoazh implijet ar brezhoneg.

E-touesk hor c’henvroidi, tud evel René de Chateaubriant, ar vreudeur Lamennais, an Tad Lebret, a veze atav stad enno o tiskleriañ e oant Katoliked ha Bretoned. Pa zeuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna-Gwened e 1996, e voe merket mat ivez al liv katolik ha breizhek. Lidet e voe an oferenn en ur reiñ o flas da sevenadur Breizh ha d’ar brezhoneg. En e brezegenn en deus Hon Tad Santel ar Pab meneget e brezhoneg, en o yezh orin, ar c’homzoù bet lavaret gant Santez Anna da Iwan Nikolazig.

Start kenañ eo bet eta e-pad pell amzer al liamm etre an daou fed-se : bezañ Breton hag en em ziskleriañ katolik. Ur perzh dibar eus hor peurheñvelder e oa al liamm-se ul liamm hag ez eus anezhañ a-nevez amañ hag a-hont , ar brezhoneg o vezañ, en un doare, ar c‘hevre e-barzh ar c’houblad.

II-An troc’h trumm er bloavezhioù 50

2Ur fed a-vern2

Un troc’h trumm a c’hoarvezas er bloavezioù 50, daoust ma ’z eus bet eus ar gudenn kerkent ha fin an naontekvet kantved gant kelenn ar galleg en holl skolioù, ha goude-se an difenn da gomz brezhoneg enno, dindan boan da vezañ kastizet. Dav eo derc’hel soñj ivez e teue an troc’h-se d’ar mare ma tivroe ar re yaouank a-vil-vern war-du rannvroioù all pe war-du broioù estren : ar brezhoneg, a soñje an dud, kement a vezh a oa enno gantañ ne c’helle nemet herzel outo da ober o zreuz er gevredigezh. En ur bern familhoù, ne veze ket komzet brezhoneg kén d’ar vugale, ar pezh en deus degaset cheñchamentoù bras e pastorelezh hon eskoptioù. Ker stank eo bet ar familhoù oc’h ober evel-se ma ne oa ket mui, koulz lavaret, a re yaouank brezhonegerien a-vihanik. Aet eo diwar wel hêred ur yezh a dremene ez naturel a rummad da rummad.

2Ur youl bolitikel ?2

Daoust ha n’eo ket bet mennet an dra-se a-ratozh-kaer gant ur guchennad dalc’hidi eus ur Republik unan, dirannadus ha laik, betek en he yezh ? Divizet e oa bet marv ar brezhoneg abaoe pell amzer. Unan eus ar spisañ diskleradurioù hag a ziskouez kement-se zo bet distaget d’an 19 a viz Gouere 1925, gant Anatole de Monzie a oa, en deiz-se, en e garg a vinistr an Deskadurezh-Stad, oc’h igoriñ Ti Breizh en Diskouezadeg Hollvedel. Hag evel ministr eo e tisklerias groñs : « Evit ma vo unvan ar yezh er Frañs, e rank ar brezhoneg mont da get ». En ul linenn e oa dastumet ur gelennadurezh a-bezh : hini ur Stad kreizennet hag unvanus a zisplije dezhi e vefe meur a yezh ha meur a sevenadur en he rannvroioù, ha ne felle dezhi anavout nemet ur yezh evel benveg unvanour.

Politikerien all n‘o deus ket manket da zegas soñj en-dro, diwezhatoc’h, eus ar forc’hadenn-se en anv un dogmategezh a ziskouez bezañ, da vihanañ hiriv an deiz, reut ha diamzeret. Al lod muiañ atav eus ar gelennerien, re ar skolioù-Stad koulz ha re ar skolioù katolik, a asantas kemer perzh e jeu ar galloud, hep klask en em soñjal re, war a seblant.

2Dilerc’hioù2

Ilizoù hon eskoptioù a rankas en em ober diouzh ar stad nevez-se. Ehanañ a reas ar veleien da gatekizañ ha da brezeg e brezhoneg, el lec’hioù zoken ma ne oa ket ret. Ne veze graet gant ar brezhoneg kén, nemet ur wech an amzer, e-barzh un nebeut santualioù dibabet, da geñver pardon ur chapel pe ur birc’hirinded bennak.

D’ar mare-se ivez e oa bet renevezet don an deologiezh hag ar c’hatekizañ ha ganto an doare da lavarout kement a denn d’ar feiz. Lod eus ar veleien hag a oa brezhonegerien n’o doa ket ar benvegoù menoziañ evit mont da heul an emdroadur-se. Lod anezho koulskoude a stagas gant ar studi hag an enklask. Evit ar veleien yaouank eus ar mare-se, ne oant ket evit komz brezhoneg, pe neuze fallik a-walc’h, rak ne oant ket bet stummet evit se nag er gêr nag er c’hloerdi.
Derc’hel a raemp soñj ivez, e don hon emskiant, mui pe vui, eus diroudoù a oa bet e-pad ar brezel, hag hol lake diaes evit difenn kement a denne da Vreizh.

War ar memes tro eta ez eo bet dilezet ar brezhoneg koulz war dachenn ar relijion ha war hini ar vuhez foran. Perak avat, n’ouzer ket c’hoazh en un doare resis ha klok, pell ac’hano.

2Lod a zalc’h mat, koulskoude2

E-pad ar bloavezhioù poanius-se e kendalc’has emsaverien zo, ha ne vezent ket komprenet mat atav, da labourat gant kalon evit sevenadur Breizh (sonerezh, istor, yezh, savadurioù kaer ar vro, sportoù Breizh, hag all). Kevredigezhioù kozh pe nevez savet a vodas an nerzhioù, a roas lañs da raktresoù, a anzaver hiriv pegen reizh e oant. War al lañs-se o deus beleien, seurezed ha laiked kemeret perzh el labour : n’eus nemet soñjal el lazoù-kanañ, er c’helc’hioù keltiek, er bagadoù. Ma ’z int bet savet alies diwar bolontez un den ez int bet degemeret mat er parrezioù. Ouzhpenn bezañ savetaet ur glad prizius-dreist o deus an holl dud-se roet an tu da sevenadur Breizh da zont war-wel e-kreiz ur gevredigezh kemmet, al lodenn vrasañ eus an dud o vezañ hiviziken o chom e kêr. Bez e oa irvi digor evit an amzer da zont.

III-Un nevezadur

2Ul lammgresk dic’hortoz2

Dihunañ a reas sevenadur ha peurheñvelder Breizh war-dro ar bloavezhioù 60, met e-doug ar bloavezhioù 70 eo e teuas an dihun-se da vezañ kreñvoc’h. E korf tri pe bevar dekvloavezhiad en deus sevenadur Breizh adkavet ur startijenn dreist.

Kreñv eo adarre skeudenn voutin Breizh, hag ur sin mat eo : ur bobl hag a zo lorc’h enni gant he feurheñvelder goude bezañ bet mezh gantañ e-pad daou gantved d’an nebeutañ zo gouest da grouiñ, da sellout ouzh an amzer da zont gant menn ha fiziañs, kengred gant holl bobloù ar bed ! An hini en em sant eus Breizh, ne vo ket gwanaet e santimant da vezañ eus ar Frañs, eus Europa pe eus ar bed, ar c’hontrol eo. Breizh, degemerus d’ar sevenadurioù all, d’ar yezhoù all, ha neket tamolodet warni he-unan, zo ur vro e c’heller bezañ eurus enni,ur vro hag a c’hell pinvidikaat kumuniezh an holl dud dre ar bed a-bezh. Feal d’he c’heltelezh a-viskoazh eo bet ar Gelted troet da veajiñ kalz, ez eo chomet bepred digor frank war an donvor, e-giz ma tiskouez a-walc’h ar visionerien, ar vartoloded hag ar genoberourien zo aet da bell, a viliadoù, dre ar bed a-bezh.

E meur a zoare e tiskouez sevenadur Breizh bezañ o tiorren da vat.
Abaoe pemp bloaz warn-ugent bennak ez eus bet adaozet ur bern chapelioù gant sikour ar gevredigezh « Breiz Santel ».War un dro gant al luskad-se, ganet diwar mennadoù a denn d’ar glad ha d’ar relijion, e kresk en-dro dedennadur an dud evit ar pardonioù bihan : dre o gwrizioù e adkavont kalz anezho hent feiz o hendadoù.

Nevesaet eo bet kalz hor sonerezh, a gaver ennañ liammet hengoun ha modernelezh. Brasoc’h bras e teu da vezañ niver ar vuzikerien,ar strolladoù amatourien, ar bagadoù, ar sonerien a vicher hag ar sonerien hanter-amzer, an oberourien benvegoù, ar sonaozourien, an embannerien pladennoù. Klevet e vez war ar mediaoù sonerezh ha yezh ar vro.

O virvilhañ ema holl stummoù hor c’han hengounel : gwerzioù, kan-ha-diskan, kantikoù hag all… A-zegadoù eo e vez kontet, e Breizh, ar ganerien, al lazoù-kanañ, al lazoù-seniñ.
Bez hon eus hor festivalioù, bras ha bihan, breizhek pe geltiek an aergelc’h anezho. War an dachenn embann ha skignañ lennegezh Breizh e vez graet ul labour a bouez bras, hag ivez war dachenn an abadennoù skingomz ha skinwel (ganet eo TV Breizh).

2Ur yezh hag a fell dezhi bevañ2

Ret eo ober meneg eus ar yezh en un doare ispisial, rak ar yezh eo diazez ur sevenadur. Daoust ha n’eus ket eus al lavar-stur : « Hep brezhoneg, Breizh ebet » ? E galleg eo moarvat hon eus bremañ al lod muiañ eus hon darempredoù. Koulskoude ez eus ouzhpenn 300 000 a Vretoned hag a c’hell ivez ober gant o yezh dezho. Ar brezhoneg a zalc’h penn, stad an traoù evitañ o vezañ, avat, disheñvel a-grenn e-keñver e istor. Hiviziken e vez dibabet a-youl-gaer, muioc’h-mui, ober gant ar brezhoneg. Komzet e vez e brezhoneg abalamour ma vez dibabet hen ober ; un dibab a ziskouez ur volontez sklaer, a-wechoù hini un emsaver, hag a zo da vezañ dalc’het kont anezhañ.

E 1951, gant al lezenn Deixonne, ez eo bet aotreet evit ar wech kentañ kelenn ar brezhoneg evel yezh diret. Memes ma ranker anzav e vez komzet nebeutoc’h eget hanter-kant vloaz zo, « ar brezhoneg a vez studiet muioc’h mui er skolioù, degemeret evel yezh, enoret zoken, e-giz ma santfe an dud e peseurt dañjer ema, e kement ha ma ’z eo ur merk milvedel eus Breizh », a lenner e « Geriadur Glad Breiz », nevez deuet er maez.

Bugale zo a zesk brezhoneg bremañ er skolioù Diwan pe en heuliadoù divyezhek publik ha prevez (2500 er Mor-Bihan). Tud yaouank a dremen an aotreegezh, ar vestroniezh, ar c’hCAPES, an doktorelezh e brezhoneg. Tud deuet (ur mil bennak en hon departamant) a heuilh kentelioù noz, skoazellet alies gant ar c’huzulioù-kêr. An divyezhegezh adalek an oad tenerañ zo, a lavarer, ur stummadur mat a-benn studial yezhoù estren, un dra ret en amzer a-vremañ, evel m’eo bet laket war-wel gant an UNESCO en unan eus he mennadoù. Warc’hoazh, moarvat, e vo gouest pep hini da gomz meur a yezh…

Met n’eo ket hepken dre ma c’hell « servijout » ez eo talvoudus an divyezhegezh. An tu a ro d’en em « lavarout » e doareoù nevez war dachennoù a bep seurt. Daoust ha ne vez ket bodet, evit sevel ul laz-seniñ, meur a venveg disheñvel, pep hini anezho o tegas e sonliv, e dregern d’an oberenn en he fezh, pa vez roet da glevout ? Mestroniañ meur a yezh a ro an tu da zisplegañ e doareoù liesseurt danvez donañ an denelezh, prederioù mab-den, e gorfadoù aon evel just, met ivez ar pezh a esper, ar pezh ema o c’hortoz, ar pezh a ra e levenez.
Ur binvidigezh eo da ziwall, pa weler ema e dañjer da vont da get al lod muiañ eus ar yezhoù komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz 4% eus ar yezhoù zo anezho zo komzet gant 96% eus poblañs ar bed ; 90% eus ar yezhoù komzet _ etre 5.000 ha 7.000 anezho_ zo e riskl da vont da get ac’han da gant vloaz, hervez diaweladurioù an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.

Bez ez eo ur binvidigezh da ziwall pa weler emañ e dañjer da vont da get al lod muiañ eus ar yezhoù komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz, 4 dre gant eus ar yezhoù (a zo anezho) a zo komzet gant 96 dre gant eus poblañs ar bed ; 90 dre gant eus ar yezhoù komzet,etre 5000 ha 7000 anezho, zo e riskl da vont da get ac’han da gant vloaz, hervez ar pezh zo bet diawelet gant an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.

2Ul lorc’h nevez2

Diwar ar skwerioù-se ha diwar re all a vefe gellet menegiñ, e c’heller lavarout ez eo kreñv ar santimant o deus ar Vretoned eus o feurheñvelder, ez eo tomm o c’halon ouzh sevenadur o bro ha dreist-holl ouzh yezh hon tadoù, hag o deus dalc’het, dre ur seurt menn istorek, d’ar pezh ez int. Labouret eo « ene Breizh » gant ul lusk don a ro dezhañ en-dro al lorc’h en doa kollet un tamm, hag hen gwriziennañ a ra en e istor pinvidik.

Ar wrizioù-se, e-giz ma skrive ar brederourez Simone Weil « eo marteze an ezhomm pennañ hag ar muiañ dizanavezet eus ene mab-den… Pep den en deus ezhomm da gaout a bep seurt gwrizioù. Ezhomm en deus da resev, en o fezh pe dost, e vuhez voral, e vuhez-menoziañ, e vuhez speredel, dre hanterouriezh an endroioù ez eo, dre natur, lodenn anezho ». (« Ar gwriziennadur », 1949).

IV- An Iliz galv-atizet

2Kendiviz nevez gant ar sevenadurioù2

Abaoe un daou-ugent vloaz bennak e vez merzet, eta, ema sevenadur Breizh evel o virviñ. Ne c’hell ket an Iliz chom digas pe diseblant, goude bezañ chomet dilavar e-pad ur pennad amzer, ar pezh a c’hell bezañ desevet meur a hini. Diouzhtu goude ar brezel ez eo bet an Iliz prederiet gant kudennoù ekonomikel, sokial ha politikel _ a oa mall o diskoulmañ d’ar mare-se _, ken prederiet avat m’he deus, muioc’h pe nebeutoc’h, ankounac’haet ar sevenadur.Goude-se eo deuet ar Sened Meur Vatikan II hag en deus digoret dremmwelioù nevez d’ar mare ma kemere ar pobloù o frankiz.

Gant an dekred « Ad Gentes » diwar-benn misionerezh an Iliz, ez eo pedet houmañ da ober stad eus glad, yezhoù, buhezegezhioù ar pobloù e ya war du enno (nn26). « Diskibien ar C’hrist a rank anaout an dud emaint o vevañ en o zouesk, boulc‘hañ kaoz ganto », a c’heller lenn c’hoazh en hevelep dekred (n° 11).

War ar memes tu e ya ar Sened en e sol-gelenn bastorel « Gaudium et Spes » diwar-benn an Iliz er bed a-vremañ, pa lavar : « Kement stumm a wallziforc‘h, pe sokial pe sevenadurel, a-zivout gwirioù diazez mab-den…a rank bezañ dilezet ha dilamet, rak kontrol eo da ratozh Doue »(n° 29).

Plas zo, a dra sur, dindan heol an Aotroù Doue, evit ar brezhoneg, en ur sellout ouzh an amzer da zont gant ur spered feal ha digor ; hon hendadoù o deus kanet ha pedet e brezhoneg. Bez e c’hellomp kavout ez eo reizh evidomp ober kemend-all.Gant an dro-spered-se e c’hell ar feiz hag ar yezh tremen war-un dro eus an eil rummad d’egile.Un dra vat e vefe e taolfe an Iliz evezh en-dro ouzh kement-se.

2Rentañ justis d’ar minorelezhioù sevenadurel2

Meur a wech abaoe m’emañ e penn an Iliz en deus ar Pab Yann-Baol II komzet diwar-benn kudenn ar sevenadurioù ar minorelezhel. D’an deiz kentañ a viz Genver 1989, en e gemennadenn da geñver Dewezh ar Peoc’h evit ar Bed a-bezh, e komz eus ur « gwir da ziwall », hini « ar minorelezhioù da virout ha da ziorren o sevenadur. N’eo ket un dra ral gwelout minorelezhioù ema o sevenadur war var da vont da get ». Lezennadurezh ar Frañs a-vremañ zo enni, war an dachenn-se, toulloù gwenn da stankañ. Ar bolitikourien a c’hellfe gwellaat stad an traoù e framm ar rannvroeladur emeur krog gantañ, evit mirout n’en em santfe « emzivadet » tud zo eus ar minorelezhioù zo o chom war douar ar C’hwec’hkogn.

E-barzh ar memes kemennadenn e ouzhpenne c’hoazh ar Pab : « An emskiantadur eus stad ar minorelezhioù a ya war gresk hiriv, en holl liveoù, zo anezhañ, en amzer-mañ, ur sin a esperañs start evit ar rummadoù nevez hag evit hiraezhioù ar minorelezhioù-se. An doujañs en o c’heñver a rank, evit gwir, bezañ sellet, koulz lavarout, evel ar maen-touch eus un doare reizh da vevañ asambles hag e-giz ar merk ema en o barr, war an dachenn sivil, ur vro hag he ensavadurioù. Sin ul lamm war-raok war ar memes tachenn eo, pa vez gwarantet, en ur gevredigezh demokratel e gwirionez, gwir ar minorelezhioù da gemer perzh er vuhez publik, hag ober a ra enor d’ar Stadoù lec’h ma vez graet kement-se evit an holl, en un endro a wir frankiz ».

En e ziskleriadur da Ilizoù Oseania evit klozañ o sened e tegase soñj Yann-Baol II, e 2001, eus unan eus kredennoù start Paol VI : ar feiz katolik, « pell diouzh mougañ kement zo mat ha dibar e pep sevenadur, a zegemer er c’hontrol, a zouj hag a dalvoudeka ijin pep pobl hag a wisk a gened liesdoare sae nemeti _ gwri ebet enni _ Iliz Jezuz-Krist ». Daoust ha ne vefe ket aze ur remed d’an troc’h a c’hellfe bezañ etre Aviel ha sevenadur, ma rae anezhañ Paol VI « gwall-reuz hon amzer », en e gemennadur « Evangelii Nuntiandi » diwar-benn an avielañ er bed a-vremañ, e 1975 ?

Ar gristenien, hag a nac’h mont re bell ganti hag ober mod pe vod gant ar feulster, a zegas o skodenn-int d’ur sevenadur a hollvedelezh hag e ziwall a reont d’en em serrañ warnañ e-unan. « Aviel Jezuz-Krist, a skrive Yann-Baol II da Ilizoù Oseania, a gomz kement yezh zo. Prizañ ha kendastum a ra an holl sevenadurioù. O harpañ a ra holl e kement a denn da vuhez mab-den ha, ma vez ret, o glanaat eus o c’hoc’hien ». A-neuze ez eo « hollvedelezh an Iliz evel un dasson eus liderezhioù ar bed, e kement yezh zo, pe evel ul laz-kanañ un-dudi-e-glevout o kanañ meuleudi da Zoue, eus an holl vroioù hag eus an holl amzerioù… Hollvedel eo an Iliz kement ha ma oar kinnig Keloù Mat an Aviel en ur zerc’hel kont eus doareoù bevañ an dud », a skrive c’hoazh Yann-Baol II e 1985, en e lizher-meur « Slavorum Apostoli » gouestlet da ebestel ar Slaved, Sant Kirill ha Sant Metod.

Hag evit echuiñ, en ur venegiñ, nevez zo, en e gemennadenn abostolel « Ecclesia in Europa », kreskadur an Unvaniezh europat, e hete ar Pab gwelout « an astenn-se oc’h en em ober gant doujañs evit an holl, en ur dalvoudekaat ar perzhioù dibar koulz istorel ha sevenadurel, ouzhpenn lakat da dalvezout en un doare kreñvaet an unaniezh hag an dileuriadekadur. »

V-En hon eskopti

Evel m’hon eus lavaret amañ a-us, tud ar Mor-bihan zo a-benn bremañ intret don gant ar sevenadur gall ha digor da sevenadurioù all. Ur fed eo n’heller ket nac’hañ. Met daoust ha ret eo abalamour da se dilesel a-grenn kement a zeu eus hon amzer tremenet, a ro da anaout en un doare dreist ene ha feiz ur vro a-bezh hag a gav enni dassonioù don ? A bouez eo en amdroadur liessevenadurel a-vremañ kinnig un emglev kempouezh etre sevenadur Bro-C’hall hag hini Breizh en deskadurezh, er skolioù, en doareoù kehentiñ, el liderezh, er sonerezh sakr,…
An Iliz zo e Gwened ne c’hell nemet hetiñ e vefe miret ha pinvidikaet sevenadur Breizh. Kalz eus he mibien hag eus he merc’hed a gemer perzh dija e labour ar strolladoù hag emsavioù a ro dezhañ startijenn. O vroudañ a ran da genderc’hel.

2« Deomp war-raok »2

Pediñ a ran holl servijoù Iliz Gwened da zerc’hel kont eus ar c’hudennoù-se zo nevez evit meur a hini ac’hanomp, da brederiañ warno a-zevri ha da glask penaos o diskoulmañ da vat. Meur a dra a c’hell bezañ graet pa vez pep hini prest da zigemerout egile ha da gendivizout gantañ.

Dreist-holl, beleien ha diakoned ar parrezioù, ar c’huzulioù pastorel, al lazoù liderezh, al lazoù-kanañ, a vo war evezh evit reiñ d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh ar plas zo da vezañ roet dezho el lidoù : ofisoù ar sul, badeziantoù, obidoù, euredoù ar re hen goulenn. Un divyezhegezh gwirion a rankfe gallout mont war-raok. Ret e vo evit se labourat war dachenn al liderezh hag ar sonerezh (krouiñ testennoù ha kanoù nevez) ; a-nebeudoù eo eta e teuio da wir an divyezhegezh. Kreizenn Sonerezh Sakr Santez-Anna-Gwened a gemer perzh el labour-se, goude re all.

Goulenn a ran ivez gant ar Skolioù Katolik ober muioc’h c’hoazh a strivoù, kenderc’hel da zivizout an diarbennoù talvoudus evit ma c’hellfe deskiñ brezhoneg hag anavezout sevenadur o bro an holl vugale ha re yaouank eus ar skolioù, skolajoù ha liseoù, o defe c’hoant hen ober. Implijet e vo evit-se kement zo aotreet ha kinniget gant ar reolennoù, ha graet e vo kinnigoù all ma vez ezhomm. Roet e vo harp d’an tadoù ha mammoù ha d’ar c’hevredigezhioù a labour gant ar pal-se. Evit ar pezh a sell ouzh an divyezhegezh e vez sevenet aketus, e broioù zo, kement a c’heller ober ganti hag ur vad eo evit ar broioù-se. Perak ne rafemp ket ni kement all ivez ?

War dachenn an doareoù kehentiñ e vo graet evit ar gwellañ, kement ha ma vo gallet, evit skignañ programmoù zo e brezhoneg (radio Santez Anna, lec’hiennoù Internet an eskopti pe e darempred gantañ…). Perak ne vefe ket kavet ingal, e kannadoùigoù parrez ar vro vrezhonek, ur pennad e brezhoneg, diwar skwer ar pezh a vez graet bremañ dija e parrez-mañ-parrez ?

2Ur c’hinnig dibar2

E-leizh a Vretoned, amañ pe e lec’h all, zo o klask o gwrizioù. Ha ped ha ped, e-touesk ar re a zeu d’hor gweladenniñ, a chom souezhet gant hor sevenadur dibar, dedennet gant e wirionded. Niverus eo ivez an holl re a labour evit mirout ha kreskiñ glad kristen hor bro : ar brezhoneg, koulz el liderezh hag el lennegezh, ar c’hatekizañ e brezhoneg, studi hengounioù kristen ar Gelted, troidigezhioù eus ar Bibl hag eus teulioù pennañ an Iliz, sonerezh ha kanennoù, kizellerezh,… Merzet e vez ul lusk nevez.
Evito holl e vefe un dra vat, a gav din, e vefe ul lec’h a eñvor, ur « c’hounva » arouezius meurbet, a zougfe kellidadurioù nevez. Perak ne vefe ket e Santez-Anna-Gwened, zo anavezet gant an holl, hag a zegemer tud deuet eus Breizh a-bezh hag eus pelloc’h ? E santual Santez-Anna e vez kemeret preder dija gant an doare da lavarout ha da gas war-raok ar feiz war un dro gant sevenadur Breizh, e diavaez hag ouzhpenn pardon Santez-Anna. Ret e vo ober muioc‘h c‘hoazh ha displegañ ledan ar gefridi roet da guzul pastorel ar santual e 1997, da heul donedigezh Hon Tad Santel ar Pab, ha resisaet e 2001.

Ar Bodad-labour evit ur Bastorelezh e Brezhoneg a gendalc’h da labourat war dachenn al liderezh, ar c’hatekizañ. Prest eo e izili da reiñ dorn deoc’h en ho kefridi.

Ema Iliz hon eskopti a-zevri gant he labour. He atizañ a ran da vont war-raok.

Evit klozañ e fell din menegiñ gwerzennoù diwezhañ ar barzhoneg « Fiat », bet savet gant Yann-Ber Kalloc’h e 1912 :
« O Feiz ma gourdadoù, goulaouen benniget,
Sterenn hag am heulia ne vern emen ec’h an,
Peogwir ho peus, beta’ hiriv, me ambrouget,
Lugernet war me zal bet’ an eur diwezhañ ! »

Fiziout a ran hon enklaskadenn hag hor prederiadenn e pedenn ar Werc’hez Vari, Santez Anna ha Sant Erwan.

+ Fañch-Matilin Gourves
Eskob Gwened Gwengolo 2003