War vaen gwenn da vez
Bleunioù gwenn ar vuhez.
Nag a vloazhioù hepdout!
Ha pebezh bloavezhioù!
War vaen gwenn da vez
Abaoe keit all serret,
E tarzh ’vel ur skeudenn
Skeud ar marv digompren.
war vaen gwenn da vez,
A garantez emzivad
Setu karantez da vab.







