Mercredi 4 avril 2007

Pedennoù kristen

E brezhoneg ha galleg

En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel (Glan) :
Evel-se bezet graet ! (Amen)

Hon Tad (Pater)

Hon Tad a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet,
Ho rouantelezh deuet dimp,
Ho polontez bezet graet
War an douar evel en Neñv,
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,
Pardonit dimp hor pec’hedoù
Evel ma pardonomp d’ar re
O deus manket ouzhimp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet ! (Amen)

Ave

Me ho salud Mari, leun a c’hras ;
An Aotroù Doue zo ganeoc’h ;
Benniget oc’h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo frouezh ho korf, Jezuz !
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp-ni, pec’herien,
Bremañ, ha da eur hor marv.
Evel-se bezet graet ! (Amen)

Klod da Zoue (Gloria)

Gloar da Zoue e lein an neñv,
Ha war an douar peoc’h d’an dud karet gantañ.

Ho meuliñ a reomp hag ho trugarekaat,
Hoc’h adoriñ a reomp hag hoc’h enoriñ,
Trugarez a ganomp deoc’h evit ho kloar dispar,
Aotroù Doue, Roue an neñv,
Doue an Tad hollc’halloudek.

Aotroù Krist, Mab unganet, Salver Jezuz,
Aotroù ha Doue, Oan Doue, Mab an Tad,
C’Hwi hag a zilam pec’hed ar bed,
Ho pet truez ouzhimp,
C’Hwi hag a zilam pec’hed ar bed,
Degemerit galv hor pedenn.

C’Hwi azezet en tu dehou d’an Tad,
Ho pet truez ouzhimp.
Rak C’Hwi hepken a zo santel.
C’Hwi hepken a zo Aotroù,
C’Hwi hepken eo Uhel-meurbet, Salver Jezuz,
Gant ar Spered Santel, e gloar Doue an Tad.
Amen.
(Unvaniezh Speredel Vreizh)

Kredo (an Ebestel)

Me gred en Doue, an Tad hollc’halloudek,
Krouer an Neñv hag an Douar .

Hag en Jezuz-Krist,
E Vab unganet hon Aotroù,
A zo bet koñsevet dre nerzh ar Spered-Santel,
Ganet gant ar Werc’hez Vari.

En deus gouzañvet dindan Pons-Pilat,
A zo bet kroaz-staget, marvet ha sebeliet,
A zo diskennet d’an ifernioù.

D’an trede deiz ez eo savet a varo da vev,
Pignet d’an Neñv
Hag azezet en tu dehou d’an Tad hollc’halloudek .
Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv.

Me gred er Spered Santel,
An Iliz santel, katolik,
E komunion ar Sent,
E pardon ar pec’hedoù.

Gortoz a ran adsav ar re varv da vev,
Hag ar vuhez peurbadus.
Amen.(Evel-se bezet graet ! )

An Anjeluz

Amzer Fask

1- En em frealzit evit mat,
Rouanez eus an Neñvoù.
Sec’hit bremañ ho taoulagad,
Ha stankit war ho taeroù.
Setu eo adsavet ho mab,
Kanomp e veuleudioù.

Consolez-vous pour de bon, Reine des cieux. Séchez maintenant vos yeux, Et faîtes un barrage à vos larmes. Voici que votre fils est réssuscité, Chantons ses louanges.

Diskan :
Allelouia ! O pebezh joa,
Deoc’h-hu, mamm a garantez,
Dimp-ni ivez, Allelouia !
Levenez ‘leizh hon ene,
Ouzh e welout en deiz kaer-mañ,
En e sav, bev adarre.

Refrain :Alleluia ! O quelle joie, A vous, mère d’amour, A nous aussi, alleluia ! De la joie plein notre âme, En le voyant en ce beau jour, Debout, vivant à nouveau.

2- Ya, Gwerc’hez sakr, bezit joaus :
Ho kalon zo disammet,
Adsavet eo ho Mab Jezuz,
Evel m’en devoa lâret ;
Ha bremañ, Mamm drugarezus,
Dirazañ hon difennit.

Oui, Vierge sacrée, soyez joyeuse, Votre cœur est soulagé, Votre fils, Jésus, est réssuscité, Comme il l’avait dit. Et maintenant, mère miséricordieuse, Devant lui, soyez notre secours.

3- O va Doue, dre ho Mab ker,
Da viken bev ha skedus,
Hoc’h eus karget ar bed pec’her
A levenez dudius ;
Grit dre Vari, e Vamm dener,
Maz aimp d’ar Vuhez padus.

O Mon Dieu, par votre Fils bien-aimé, A jamais vivant et glorieux, Vous avez rempli le monde pécheur De joie sans pareille ; Faites, par Marie, sa tendre mère, que nous allions à la vie éternelle.

Bennozh ar Pred

(Benedicite)

Araok ar pred (Avant le repas) :
En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel (Glan) :

1- Jezuz, ho pennozh deomp
Ha d’ar pred a gavomp
War an daol prest evidomp.
Roit bara bepred d’ar re n’o dije ket.
Evel-se bezet graet !(Amen)

2- Bennigit, O va Doue,
Ar pred e rit d’ho pugale karet,
Evit ma c’hellint, ‘ hed ho buhez,
Ho servijout gant karantez.
Evel-se bezet graet !(Amen)

Goude ar pred (après le repas) :
En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel (Glan) :

1- Trugarez deoc’h bremañ,
Doue mestr war pep tra,
Magadurezh ha yec’hed.
Ho pugale laouen ho karo da viken.
Evel-se bezet graet ! (Amen)

2- O va Doue, bezet meulet,
Evit ar pred hon eus kemeret ;
Ni a lavar deoc’h trugarez
Evit ar vad ha rit dimp bemdez.
Evel-se bezet graet ! (Amen)