inter-titre_orange
NEVEZENTI

Nevezenti 24/12/12

Bernez Lasbleiz : un dezenn diwar-benn tonioù ar c’hantikoù hag ar c’hanaouennoù brezhonek

Deiz kentañ miz Du eo bet resevet Bernez Lasbleiz evel Doctor e Skol-Veur Brest evit un dezenn diwar-benn tonioù ar c’hantikoù ha kanaouennoù brezhonek.

Ar c’hentañ a viz Kerzu 2012, e Skol-Veur Brest, eo deut a-benn al lannuonad Bernez Lasbleiz da gaout ar meneg « Enorabl-tre » evit e zoktorelezh e Keltieg. E studiadenn he doa evel talbenn : « « War-don… Les timbres des chansons et cantiques de langue bretonne du 17e au 20e siècle ». E gwirionez e ouzer mat ez eus bet savet kalz a ganaouennoù hag a gantikoù brezhonek, hep anv oberour alies, war un ton anavezet, ke’a. Ha dre-se ne veze embannet nemet an destenn anezho (peurliesañ war follennoù distag). Ac’hanta hirie an deiz lennerien ar skridoù-se ne ouzont ken an ton orin, se ’zo kaoz e chome ar soner Bernez Lasbleiz gant e c’hoant gouzout war beseurt ton seniñ ha kanañ anezho. Ha neuze eñ ha mont da furchal, betek ober un dezenn dindan renerezh Daniel Giraudon. Ar gudenn a oa gouzout pere eo tonioù orin ar c’hanaouennoù ha kantikoù-se, pe da vihanañ peseurt meneg anezho a zo ar c’hoshañ. E-kichen »Ar Baradoz », a zo deveret outañ 54 kantik listennet amañ, ez eus tonioù all bet kollet da viken.

Kement a vefe c’hoazh da lavarout ! Da gentañ eo anat ez eus ul lec’h bras gant ar relijion en danvez-se : ne veze troc’h ebet gwechall etre ar feiz hag ar vuhez. Dre-se e c’helled sevel kantikoù war tonioù-gwerz, pe ar c’hontrol. Ha setu m’en deus kavet B. Lasbleiz 5700 son pe gantik bet savet « war don… » ! 1800 « ton anavezet » disheñvel a zo bet diskleriet gant an enklasker, 50 anezho o vezañ implijet dreistholl. Un dra heverk : ar Barzaz-Breiz, dastumad embannet gant Kervarker e 1939, a zo meneget evit ur sonaozadur, kanaouenn iliz pe get, war 10 abaoe meo bet embannet. An dezenn a ziskouez mat ivez pegen bev e oa ar c’han er gevredigezh vreizhat gwechall, hag e chom bev c’hoazh bremañ dre c’hras Doue !

Bernez n’emañ ket o klask enorioù, avat : ret eo menegiñ memestra ez eo bet meulet bras e labour gant ar varnerien ha n’eo ket souhezhus rak peadra a zo da vezañ batet gant ledander ha donder ur seurt enklask. Un enor, eta, evit sevenadur Breizh a-bezh.

inter-titre4

NEVEZENTI diwezhañ